Текст песни Denez Prigent - Ar groazig aour
Просмотров: 2
0 чел. считают текст песни верным
0 чел. считают текст песни неверным
На этой странице находится текст песни Denez Prigent - Ar groazig aour, а также перевод песни и видео или клип.
|
Dre Koad-Ar-Spont neb 'dremenfe Ur maen-koun eno neb 'welfe Ur maen-koun neb 'welfe eno Ouzh troad un dervenn kozh marv Ouzh troad un dervenn kozh marv Kuzhet gant touskan hag iliav Ur c'hanenn 'deus din awenet Ur werzenn poanius ha kalet Ur werzenn poanius ha kalet D'an neb 'gavo 'r boan da glevet : Mon Kerrandon 'c'houle 'vel-se Ouzh he mamm, he zad an deiz-se An deiz-se ouzh he mamm, he zad Hag an Añjelus sonet mat : « Ma mamm, ma zad, lârit din-me Ha c'hwi 'rofec'h din-me koñje Ha c'hwi 'rofec'h din permision Da vont da fest-noz ar pardon Pardon Sant Erwan benniget Ma mamm, ma zad o, me ho ped ? Koñje deoc'h-c'hwi na roimp ket 'Benn nebeud 'vo noz degouezhet 'Benn nebeud 'vo noz degouezhet Na weloc'h neuze tamm ebet ! Na weloc'h neuze banne 'bet ! Ma mamm, ma zad na nec'hit ket Leun eo al loar, flamm ar stered Leun eo al loar, flamm ar stered Ha ganin ma letern bepred ! N'eo ket se 'ro din nec'h hepken Met c'hoazh an erc'h, ar yenijenn Gwelloc'h ganeoc'h 'chom tomm amañ E-tal an tan, 'vit kouezhañ klañv ! Ma mamm, ma zad na nec'hit ket Ma mantell ganin 'vo kaset Ma mantell ha ma manegoù Ganto sur, 'm bo ket tamm riv ! N'eo ket se 'ro din nec'h hepken Met 'r gwall-rañkontroù 'reer en hent Gwelloc'h ganeoc'h 'chom sioul er gêr Evit degouezhañ gant ul laer O pe gwasoc'h c'hoazh, ur muntrer ! Ma mamm, ma zad na nec'hit ket 'Mañ ganin ma c'hroaz aour bepred 'Mañ ganin e tro ma gouzoug D'am diwall atav ouzh an droug ! » 'Raok 'vije echu an ebat Hag ar plac'h yaouank dañset mat Da lâret neuze evel-henn D'he mignonez 'oa chom 'kichen : «Kenavo dit-te Marc'harid Diwe't eo, poent din monet kuit Dit-te Marc'harid kenavo Kenavo dit ar c'hentañ tro Kenavo ma mignonez ger Poent bras din monet gant an hent Poent bras din-me monet d'ar gêr ! Kent 'viche nec'het ma c'herent ! Mon gaezh, sur mat n'az lezin ket Da-unan 'vel-se da vonet Da vonet 'vel-se da-unan Dre ar c'hoadoù don ha loargann Te 'gousko em zi, deus ganin Gwell' ganez gortoz ar mintin ! » 'N itron Kerrandon 'n deiz goude Mintin abred 'c'houle 'vel-se 'C'houle 'vel-se mintin abred Gant he fried, holl nec'hañset : « Yann Vadezour kaezh ma fried C'hwi a-raozon bet dihunet C'hwi a-raozon bet dihunet Hor merc'h n'ho 'pefe ket gwelet N'ho 'pefe ket gwelet hor merc'h Pa na gavan en ti, neblec'h ? He gwelet c'hoazh na m'eus ket graet Na m'eus ket graet-me kennebe't E ti Marc'harid 'vo chomet Goude ar fest-noz da gousket Goude ar fest-noz, dinec'het A-benn nemeur sur 'vo distroet ! » 'Oa ket e c'her peurzistaget Unan er maez 'oa bet klevet Unan o lopat war an nor Mignonez Mon o c'houl digor Hag an itron pa zigoras Ar plac'h yaouank dezhi 'lâras : « Demat deoc'h itron Kerrandon Deu't oan da welet ho merc'h Mon Deu't oan d'he gwelet da rentañ He c'hroazig aour ar buanañ He c'hroazig aour ganti kollet O tañsal en noz tremenet ! » Kavet 'voe Mon tri deiz war-lerc'h Ha peurdeuziet an troc'had erc'h 'C'hourvez war an douar 'kreiz ar c'hoad E-mesk an drez hag al linad He letern ganti 'oa mouget Ar baour gaezhig 'oa bet lazhet ! He mantell ganti 'oa freget Ar baour gaezhig 'oa bet gwallet ! He c'hroazig aour ganti 'oa ket D'ar fest-noz p'he doa hi kollet ! Tri deiz war-lerc'h Mon 'voe kavet Hag an troc'had erc'h peurdeuziet Ha peurdeuziet an troc'had erc'h Nemet war roudoù ar muntrer Nemet war roudoù ar muntrer Eus lec'h al lazh betek e gêr Eus lec'h al lazh betek e di Aes eo bet 'vel-se da serriñ Da serriñ 'vel-se aes eo bet Dorn Doue hep mar en doa graet ! Doue hep mar an hini 'doa graet ! War ar blasenn eo bet krouget Ha 'kreiz al lannoù interet Hag interet 'kreiz al lannoù Hep beilhadenn ha na grasoù Hep beilhadenn ha na pedenn Hep kroaz, nag arched ha na nouenn Ha 'lec'h 'oa e galon yudas Ul lilienn eno 'ziwanas Hag hi ken du hag ur glaouenn Hag hi ken lemm hag un drezenn Hag hi ken lemm hag un drezenn Ur ger skrivet war bep bleunienn Ur ger liv-tan aes da lenn Stag-ouzh-stag 'raent ur frazenn 'C'houlenn pardon 'vit e dorfed G'an Aotrou Doue benniget Met en ifern 'lec'h 'oa an den Da respont dezhañ den 'bet ken Met ar flammoù ruz o strakal Hag ar re zaonet o skrijal Netra ouzhpenn nann, netra all ! Dre Koad-ar-Spont neb 'dremenfe Ur maen-koun eno neb 'welfe Ur maen-koun neb 'welfe eno Ouzh troad un dervenn kozh marv Ouzh troad un dervenn kozh gweñvet Ar werz-mañ 'deus din awenet Ha bremañ 'm eus-me he c'hanet Spered al lec'h 'deus respontet Hag e brankoù ar we'nn varv Deu't eo delioù, delioù en-dro Hag e sarac'h an deil nevez 'M eus klevet heklev ur vouezh Mouezhig flour Mon an hini 'oa E bro an aeled o kanañ. |